TalaLizhBreizh
hag amzer ar ragistor
Da gentañ ‘oa ‘n amzer n’eñ ar goullo ga’ kalz stered ha planedennoù ‘klask stankañ ne’oñ ha munioc’h ‘vit o 4 000 million bla so ‘oa deu’t an Douar da vat.
Ma, ‘bawe oa be’ stummet ga’ti eo bet chañchet kalz traoù brem’ naturel pe get ha hei stumm’ adstumm’ be’k distumm’ oeu, leun ‘nerzh doureg pe kal’d ‘ba outañ. ‘Hend’all ‘oa bet marv loñed zo ‘hed ‘n amzer . Re all ‘oa jom bev c’ha. Ha setu ni o tigoue’t, ar mab-den var-vel neuhe un de’ bennak, ‘touesg toud ‘r re all.
Boden, gwir eo la ‘oa ke bed e’mm deus un devezh ‘me’ken sur. Hervez ‘pezh ‘vez aneet ’neus padet o mil million blaves ! De’ kenta roud hon ostilh ‘oa 3,3 million bla so jusd-’wa’h ! N’eo ked echu ‘n afer ‘hoas ‘vat ha pa vo dizoloet traoù all ‘benn neuze ‘vo ked ar memes respontchoù ‘vit re hurio. Ha goulennoù all ‘jomo ‘vel :
Peseurt mod ‘maom amañ ?
Petr’ ‘moam grët ?
‘blam betr ‘neus ke ‘met o ouenn brem’, sapiens ‘neï ‘vel ‘vez lar’t, pa oa bet ‘nebeud re all mem’stra.
Pet deus outo ‘oa bet’ benn-fin ?
Ha ‘mez pet’a ‘oa, menechoù, koajoù, ha memes loñed oeu ?
Yin pe tomm ‘oa ‘n amzer ?
Ha neuhe ni war hon sav gou’ze, evid obr’ petr’ ?
Tap’d om’ ‘benn lar’t rik ‘pezh ou’mp ha peseu’ mod ‘moamp hen goue’et, keda ?
Evit brem’ ‘mamp ba’ ‘hedvuve ‘r mab-den ha n’eus ke memes doareoù ‘gantadoù hag ‘vevañ kich’kichen mem’stra.
Med ‘rok ‘oa ket me’ms mod na memes korf ‘tresomp ?
hurio, dec’h, ‘rok, kalz ‘rok,
pell zo, ‘n amzer baseed, ‘n amzer ‘zo bet ha ‘kendalc’h da vont ,
amzer ar mein, amzer-gwechall,
amzer ‘r vuve, da la’r’d traoù bev, skeul ‘n traoù bev, hon heñ…
Sa’et an douar goude ar big-bang ha war-lerc’h c’hoaz traoù bev hag ar marmoused ha gouze ni, ni ‘me’ken stage’ d’om sam’s ‘vat.
Hon istor eo, ‘n istor goz ha ‘ni bremañ, skrivet pe get.
Toud ar re-ze ‘sam’s ra ‘pezh ‘mamp.
Neuhe choazit ‘ta ha ‘hallfom’ lak’ noc’h da zizoloiñ mod pe vod resis pe get hervez ho ‘hoan mareoù ar ragistor deuz henoadvez be’k fin nevezoadvez ar maen hag an dra-he sikouro ‘haomp ‘benn kompren ha gwel’t gwelloc’h-gwellañ neï.
G’hon chañchamant ha goud peseur mod ‘ma’r bed war hon zro pa groge hon istor ‘rok be’a skrivet, ‘benn neuze ‘hallfomp ‘nim lak ‘ba plas ‘r re oa hag ‘r re ‘oar pa ‘noan’ ka’et ‘nêh.
Doc’h da choaz ha bihan pe braz ‘po tro d’ober ‘velto dre ‘hras al labourioù kinniget genom’ ‘vit goud tamm ha tamm peseur’ mod ‘oa buvez ar re ‘noan’ desket bale war ho
sao.
Neuze ‘peus kin ‘met gelver ‘haom ‘vit mon’ da chase’l ar mamoutoù, furchal b’an douar, tap’ frouezh ‘bep seurt, ob’r tan ba’ o zier koz dêh’. ‘Mom ‘von da greskiñ penn kil ha troad…ha dorn oeu ken mad ‘oa bet stummet o mein benet ga’to ha genom’ ma ‘po !
Deu’t ‘ta da wel’t kalz dremmoù an istor ‘rok, ‘rok ma krogo ‘n istor dom’. Hag an dra-he ‘hall be’ kontet brav e brezoneg doc’h pe e galleg, vel’vel ‘vit ‘pezh d’ob’r un tamm diskoue’ doc’h.
Boden, ‘benn ar wech all neuhe laouen koze’l ‘sam’s war toud ‘n traoù-ze ha ‘veljust bevet hon istor hoc’h heñ ‘ni ‘rok ha ‘ni brem’ !
(k’oz mod Plone ‘kichen ‘r ‘Has’le kreiz Penn ar Bed)
Fañch Du
0 Comments