Société Nantaise de Préhistoire (SNP)

 Dastum ha skignañ anaoudegezhioù war ar Ragistor hag ar Gentistor er rannvro.

orinoù

Diazezet eo ar C’hevredad war intrudu un dileuriad departamant eus Kevredad Ragistor Bro C’hall en doa kaset ur bedadenn dre ar c’helaouiñ d’an 13 a viz Genver 1948 a-benn bodañ karourien ar ragistor e Naoned.

Un nebeut anezho a respont d’ar bedadenn, an emvod o terc’hel e sal un ti-evañ e Naoned. Dav e vo gortoz miz Kerzu 1950 evit ma vo kavet dielloù an emvodoù. E Naoned c’hoazh e oa pegementet seiz ezel e-pad an dalc’h-se e Mirdi an Istor anienel. Pemp dalc’h war-lerc’h e oa savet stumm diwezhañ staeladoù Kevredad Ragistor Bro Naonedd’ar 6 a viz Mae 1951 a vo kaset d’ar prefeti gantañ. Ar mizvezh daheul e oa bannet diskleriadur ar gevredigezh e Deizlevr Stadel d’ar 5 aviz Gouere 1951.

Er Mirdi e oa sez ar C’hevredad. Ne oa hennezh nemet ul lodenn eusKevredad Ragistor Bro C’hall d’ar c’houlz-se. E miz C’hwevrer 1960 eteu KRBN dizalc’h o vezañ chañchet e staeladoù ha Kevredad Ragistor Bro Naoned anezhañ da vat.

E bal

En em c’houestl ar KRBN da studiañ ar ragistor dre vras hag ar skiantoù a ro sikour da gompren anezhi ; hep forc’hañ studioù an henoniezh a-sell ouzh prantadoù all evel ar gentisor pe hini ar grennamzer. Strivoù a ra evit skignañ an danvezioù-se hag e pled gant imbourc’hioù ar ragistor er rannvro dreistholl.

Evit se e talc’h ar KRBN e Mirdi an Istor anienel bep miz eizh laz hor c’hevredadourien pe brezegennourien enno o komz war danvezioù ragistorel pe kentistorel hag e miz Mezheven an aliesañ ur mont-maez tiegezhel a-benn gweladenniñ lec’hiennoù heverk al Liger-Atlantel pe an departamantoù damdost.

 Gant ar KRBN e vez embannet « Folennoù ar Miz » a liamm an emezelourien etrezo ha bep an amzer « Kannidigoù Studiañ » a ra war-dro enklaskoù lec’hel pe rannvroel kentoc’h dre ar munud. Digor eo an embannadurioù-se d’ar studierien a fellfe dezho lakaat anavezout ho imbourc’hioù. Eskemmet int gant re kevredigezhioù all hag a ra war-dro an hevelep dudioù. E darempred e labour ar C’hevredad gant mirdioù ha skolioù-meur kêrioù Naoned ha Roazhon hag ivez gant kevredigezhioù war an henoniezh ha war skiantoù an anien evel Keneiled Mirdi ar Mab-den e aoz ar KRBN prezegennoù hag mont-maez ganti.

Bezant eo ar KRBN e meur a gejadenn sevenadurel rannvroel : devezhioù ar glad, devezhioù war an istor lec’hel, devezhioù skiantel Skol-Veur Roazhon. Gant kenlabour Skol-Veur Naoned ha skor lec’haveel Mirdi Dobrée en doa kemeret perzh e daou zevezhiad kendiviz digreizennet diouzh Kevredad Ragistor Bro C’hall e oa bet eno e miz Ebrel 2002.

E 2004 en doa ar c’h/Kevredad Ragistor Bro C’hall lidet deiz-ha-bloaz e gantveder ; Diouzh tro an deiz-se en doa ar KRBN kemeret perzh ennañ.
Enoret e oa bet meur a ragistorour rannvroel eno.

Gant hor C’hevredad e vez lakaet kalz levrioù, kelaouennoù henoniel, mouladennoù a ziforc’h hag teulioù henoniel diabarzh e-kerz hon izili.

Daveennoù

Société Nantaise de Préhistoire
Muséum d’Histoire Naturelle

12 rue Voltaire
44000 Nantes

Pellgomz : 02-40-86-93-68

Lec’hienn Web

Darempredoù gant la SNP

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *