association Nature et mégalithes – cpie
hanterouriezh en breizonheg
Amkan kevredigezh Natur ha Meurvein eo lakaat ur raktres diorren lec’hel padus war-sav harpet ouzh :
- An deskadurezh war an endro,
- Talvoudekadur ha displegerezh ar glad henoniel,
- Kendoniadur tiriadel gant holl oberourien geodedel.
Labelaet eo bet Kreizenn b/Pad Luskoù evit an Endro (KPLE) Traoñienn stêr Wilen e 2005 hag e treuzkas d’an dud gouiziegezhoù war an henoniezh. A-gevret e labour gant an ensavadurioù (Rannvro Breizh, Kuzul Rannvro Il-ha-Gwilen, Kumuniez tolpad-kêrioù Bro Redon etre reall).
He skiant-prenet ha perzh hec’h argerzh a zo anavet pergen gant ar gratadurioù da heul :
- Yaouankiz ha deskadurezh bobl n° 0735J09
- An Deskadurezh-Stad : « kevredigezh-deskiñ a-zilerc’h d’an deskadurezh foran »
Pal ar blein glad er KPLE eo an hanterouriezh war ar glad ragistorel e Breizh :
Degemer strolladoù ha tud e Ti ar Meurvein ha al Lanneier, talvoudekaat lec’hienn meurvaenel Lanneier Kojoù :
C’hoarius ha pleustrel eo an obererezhioù a laka ar perzhidi da vezañ oberourien en o dizoloadennoù hag o pleustroù.
Gweladennoù dizoloiñ al lec’hiennoù meurvaenel lec’hel a ginnigomp ivez.
Aozañ prezegennoù ha darvoudoù :
E miz Mezheven e kemer perzh ar KPLE da Devezhioù Broadel an Henoniezh aozet gant an INRAP (Ensavadur broadel an enklaskoù henoniel gwareziñ EBEHG) hag e miz Gwengolo d’an devezhiadoù glad e Europa, gant ur brezegenn hag ur weladenn heñchet e-pad an dibennoù-sizhun-se.
Aozadur Kejadennoù Ragistorel Breizh war kornog bras ar C’hwec’hkorn aboae 2008.
An abadenn-mañ a zo he fal, a-hed ar bloaz, reiñ lusk da lec’hiennoù brezhonek ar ragistor dre dizoloiñ fiñvoù an doareoù da vevañ er Ragistor. Gant atalerioù-perzh ha diskouezadurioù (chanterioù meurvaenel, tan, pezhioù stiperezh, tennañ gant bizhier-sinklañ, keginañ…) eo liammet enni un argerzh arnodel ouzh un denesadur c’hoarius da gentañ kengouviel
tiegezhel hag a-benn deskiñ.
Kendiviz hag eskemmoù diwar doareoù pleustriñ hanterouriezh en henoniezh
Bep bloaz e miz Du e kinnig ar KPLE divizout war an hanterouriezh en henoniezh. Digor eo d’an holl oberourien a zegemer an dud war meur a lec’hienn henoniel. Evel-se e vez gallet dastum anaoudegezhioù war an danvez-mañ ha kelc’hiañ aesoc’h he dibarderioù a-drugarez d’ar stummadur-mañ.
Steuñviñ oberourien ha lec’hiennoù henoniel Breizh
Gant Kuzul Rannvro Breizh eo anavezet ar gevredigezh evel kenurzhierez Rouedad Lec’hiennoù Ragistorel Breizh. Gant ar raktresoù disheñvel evel ar c’h/Kejadennoù Ragistorel pe ar stummadurioù e ro ar KPLE tu da oberourien an tiriad kejañ etrezo, eskemm ha keveliñ.
Eurioù digeriñ
9e-12e ha 14e-17e
mont dibrez e lec’hienn Lanneier Kojoù
Daveennoù
Centre Permanent d’Initiatives pour l’Environnement
10 allée des cerisiers 35550 SAINT-JUST
Pellgomz : 02 99 72 69 25
0 Comments