les menhirs de Monteneuf

 

E-barzh park anienel rannvroel Lanneier Monteneg er Mor-Bihan emañ al lec’hienn meurvaenel a vez graet Lec’hienn Peulvanoù Monteneg anezhi. Al lec’hienn henoniel-se dizoloet diwezhat a zo 42 vaen savet ha muioc’h eget 500 en o c’hourvez miret holl brav-meurbet. Sanket eo ar bolz en ur dremmvroad lanneier breizek kenañ. Kendalc’het e vez ar furchadennoù henoniel kroget e 1989 dre ergerzhadegoù. Komprenet eo bet saverezh al lec’hienn kozh-mañ koshoc’h eget 6500 bloaz a-drugarez d’ar c’houlzad furchadennoù (kaset gant Yannig Karv).

E-kreiz al lec’hienn-se ez eus bepred mengleuzioù mein-skilt mouk anezho.

Ur wenodenn jubenniñ a zo bet terket evit dizoloiñ al lec’hienn henoniel-se. Digor eo a-hed ar bloaz. Kaset oc’h ganti d’anavezout hon hentadoù savourien a beulvanoù ha war roudoù an henoniourien hag o c’hentwezh.
Daou ec’honder adstummañ a dreuzoc’h ; un ti eus nevezoadvezh ar maen hag ur chanter sevel peulvanoù .

D’ar weladennourien e kinnig kevredigezh al Lanneier obererezhioù e-pad ar vakañsoù skol a-benn splujañ e buhez pemdez ar savourien-se e nevezoadvezh ar maen . Neuze e c’hall an dud vihan ha bras dizoloiñ peulvanoù Monteneg hag en em sankañ e buhez mibien-den ar mare-se pe e kentwezh an henoniourien o deus diguzhet al lec’hienn.

Evit an droourien-gaer e vez kinniget ur c’hoari roudoù : en ur ober arnodoù e adpignoc’h skeul amzer an Istor. Hag evit ar re a blij gwelloc’h dezho son kloc’h ar ragistor ez eus abadennoù a-benn adober gant doareoù hon hentadoù : c’hwezhañ an tan, sonerezh, levnañ bravigoù… Betek dilec’hiañ ur maen-sav gant benvegoù ha kalvezerezh ar ragistor.
Evit echuiñ, peogwir emañ furchadennoù henoniel al lec’hienn atav war ar stern e vez kinniget gweladennoù hag obererezhioù a-benn dizoloiñ ar furchadennoù-se. Hag e c’halloc’h dont da vezañ henoniour(-ez) e prantad ur furchadenn adframmet.

Evit ar strolladoù pe ar skolidi e vez gallet ober an obererezhioù ambrouget gant un hanterour(-ez) gouestlet o vont e darempred gant kevredigezh Al Lanneier.

Daveennoù

Les menhirs de Monteneuf

56380 Monteneuf

Lec’hienn Web

Darempredoù gant

les menhirs de Monteneuf

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *