Menez Dregan – Plouhinec

E kumun Ploeneg tost ouzh kêr w/GWaien e kreisteiz Penn ar Bed emañ Menez Dregan, Menez Korriged (alez toet Porzh Poulc’han) ha taolioù-maen Penn ar Soc’h, tri marvailh da zizoloiñ.

Kreizenn-displegañ Menez Dregan nevez savet a ziskuilh spesadelezhioù al lec’hiennoù henoniel-se (hag ar mibien-den o deus bevet enno) hag a ginnig hentennoù hag degasadennoù an henoniezh. A-hed ul leurennadurezh a-vremañ hag etreoberiat (testennoù, benvegoù hanterouriezh ha videoioù furchadennoù Menez Dregan) e viot kaset 500 000 bloavezh araok hon amzervezh war roudoù hon hentadoù.
En he liorzh vihan stok outi e c’halloc’h distennañ pe arvestal Bae Gwaien adalek an arsellva en he deun pe mont e gwenodenn-displegañ a dec’halvo deoc’h e 9 zennad emdroadur an hin, emc’hraoù ar mab-den ha labour an henoniourien.

Mougev Menez Dregan

Dizoloet e 1985 gant an douarour B. Hallégouet eo Mougev Menez Dregan ur pennlec’hienn e henoadvezh ar maen.
Sontadurioù a oa bet graet e 1988 ha 1989 hag abaoe 1991 e vez furchet al lec’hienn. An arverkoù kavet e gwiskadoù koshañ ar vougev a laka bezañ perc’hennet anezhi war-dro 465 000 bloaz AB. Benviachoù bili benet (ar c’h/ Koulmanian), eskern (re vronneged bras evel ar perisodaktil, pe c’hoazh un dant olifant henamzerel) hag oaledoù hag a vez gallet lavarout drezo emañ war al lec’hienn-mañ implij koshañ an tan.

Taolioù-maen penn ar Soc’h

Menez Dregan Plouhinec

Un dek metrad bennak pelloc’h balirek mougev Menez Dregan, beredeg nevezoadvezh ar maen e penn ar Soc’h, dindan Bolzioù Istorel abaoe 1979.

Furchet e oant bet e 1970-19871 evit ar wech kentañ gant A. Grenot. E-doug ar furchadennoù-se eo lakaet war-wel un neuz a vesel a vez graet poderezh doare ar Soc’h anezhi (ur vesel moan he zoaz rond he deun ha araezioù kemeridigezh gant toulloù).

Etre 2001 ha 2006 e oa bet furchet a-nevez gant Servij-Departamant an Henoniezh. C’hoarvezet eo ar veredeg-se a bevar taol-vaen eus kreiz nevezoadvezh ar maen hag unan anezho eus dibenn nevezoadvezh ar maen.

En he fenn un toull-bez eus kreiz nevezoadvezh ar maen.

Alez toet Porzh Poulc’han

Deskrivet eo alez toet Porzh Poulc’han  adal 1835 gant Chevalier de Fréminville evel unan eus kaerañ ha bravañ taolioù-maen Penn ar Bed.

E-kerzh an eil brezel bed e oa bet honnezh dinamitet abalamour d’abegoù-
belliñ.

E 1986-1987 e oa bet furchet ar bez-se eus nevezoadvezh ar maen ha renevezet e 1988-1989. An traoù annez pinvidik kavet ennañ a prou un implij hir awalc’h adalek dibenn nevezoadvezh ar maen betek prantad galian-haroman.

 Eurioù digeriñ

miz Mezheven adalek ar 15 :
meurzh, merc’her, yaou, sul : 14e00-17e00
miz Gouere-miz Eost :
lun betek sadorn : 10e30-12e30 ha 14e00-17e00 ha sul : 14e00-17e30
Gweladenn heñchet e miz Gouere ha miz Eost
merc’her 14e30 ha gwener 10e30(da rakdibab)
miz Gwengolo (betek ar 16) :
mardi, mercredi, jeudi, dimanche : 14e00-17-30

Daveennoù

Centre d’interprétation de Menez Dregan

Rue de la Corniche
29780 Plouhinec

Pellgomz : 02 98 70 87 33
Pellgomz : 06 38 59 04 40

Lec’hienn Web / Evit mont pelloc’h

Darempredoù gant Centre d’interprétation de Menez Dregan

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *