KARINE DOMI

Ul liesvarregezh a zo ganti !

Entanet gant ragistor Breizh e kinnig Karine deoc’h mont da zizoloiñ savadurioù lec’hiek da vare gweladennoù lec’hiennoù meurvaenel ar MorBihan (20 den d’ar muiañ, 1 eurvezh pe 2 d’ho tibab, e galleg gant displegadennoù e saozneg m’ho po ezhomm).

Hanterourez war an henoniezh a sav ivez obererezhioù a-benn deskiñ meur a c’houzout-ober d’ar berzhidi : plezhañ gwiennoù anienel, gwiadiñ, prierezh, c’hwezhañ tan, traoù stiperezh o lasoù plezhet gant gwiennoù anienel, tennañ gant armoù ragistorel, sevel annezioù heñvel ouzh re e nevezoadvezh ar maen pe fornioù-douar, gwezelerezh melenduek, livadurioù mougev, moulañ struj war liennoù… Ul liesvarregezh a zo ganti !

War brantadoù Henoadvezh ha Nevezoadvezh ar Maen pe Oadvezh an Houarn galianek eo savet an obererezhioù kinniget. Diouzh an holl arvestourien a ra Karine : familhoù ha tud all, skolioù, Degemer Didu Hep Bod (ALSH), kreizennoù vakañsoù, mirdioù ( 15 den d’ar muiañ, 2 eurvezh hervez an obererezh)

Karine a laka war-sav diskouezadurioù ag obererezhioù ivez hag a vez gallet ganto kregiñ gant dizoloadenn ar ragistor adalek bugale tri bloaz (evit hiniennoù) hag an oadourien (oad diharz!) War selaou ouzh ho raktresoù emaon, n’argredit ket mont e darempred ganti !

Darempredoù gant Karine Domi

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *