échos d’histoire – Heklev an Istor
Skeudennadurioù henoniel ha benvegoù niverel
Eus implij mat ar benvegoù niverel pe penaos liammañ ar skeudennadur boaz gant ar c’halvezoniezh e damani ar gweladennour.
Evel n’eus forzh peseurt gweledennour emañ hini an henoniezh. o c’hortoz un taol-arnod nevez, gant e diegezh, e gamaraded. Diazezet eo an arnod-mañ war dibun ur gontadenn a vo dav dezhañ dezougen an den nevez-deuet kement ha hini anaoudeg e-barzh ur bed all, ur ventad all.
D’an argerzh-mañ e kemer perzh ar c’halvezoniezhoù niverel hep na rankont bezañ ur pal enno o-unan avat. Arloadoù hezoug, gwirvoud brasaet, darvanelezh, NaK(Naouegezh Kalvezel) a zlee chom e skeud ar gizidigezh hag ar from.
Ha ne vefe ket an henoniezh o kaozeal eus hon denelezh nemetken a-benn ar fin ? En tu-mañ eo kevredet stard ar skeudennadur boaz ganti o tisteraat ar yenien niverel hag en ur dalvoudekaat stadoù denel ar re en hor raok. Dre chañs emañ ar skeudennadur boaz hag ar benvegoù niverel klokaus hag en em genstrollañ e c’hallont e 2M1/2 pe 3M. Krouet eo evel-se lies bedoù digenstur ha kempouez.
An hentoù-treuz
En eur hiziv emañ stank hentadurezh al lec’hiennoù bras touristel ha hi o tont da vezañ diaes merañ anezhi, eo dedennus talvoudekaat gladoù pell eus an hentoù kentañ. Tro a vo ganto da zizoloiñ denesadurioù an Istor awechoù dianavezet. Er c’heñver-se e tigor chadenn « Echos d’Histoire » un nebeut dorioù kuzh war an hentoù-treuz-se.
Pierrick Legobien eo skeudennour evit an henoniezh. Gant sikour an henoniourien e klask restaol an dremmvroiù, ar frammoù bevañ aet diwar wel. Emañ o kas e c’houzout-ober hag e gizidigezh e gobr an daskor gouiziel abaoe ouzhpenn ugent vloaz.
Yves Lemasson eo hanterour arbennik e diorradur hag staliadur al loazioù niverel a-benn displegañ ar glad henoniel. Lodenn niverel ha skeudennet ar « Sac’h Néo » e tiorren kenkoulz hag arload Heklev an Istor (Échos d’Histoire).
0 Comments