ArchéoGestes

Abaoe 2018 e labour ar gevredigezh war dalvoudekaat glad lec’hiennoù henoniel hag e kelenn un argerzh skiantel. Ar c’helaouerezh ouzh an dud eo an hent gwellañ evit mirout ar glad.

E Breizh hag he bevennoù emañ hon ober. A-drugarez d’he liesdiskiblezh e vez tostaet gant an henoniezh ouzh bevañs roudoù ragistorel hag istorel, meur a dachenn skiantel ha lakaat war-sav un diougonerezh bev evit ar re yaouank evel evit an oadourien.

Ar gougorioù :
– Buheziñ un danvez hag adsevel ur gouzout-ober kozh
– Stal-gwezh diougonadel war un amzervezh pe un danvez
– Krouiñ skoroù hanterouriezh disheñvel o doareoù
– Gweladennoù heñchet, stumm c’hoariva , tro-bale, « disheñchet » h.a….
– D’ar goulennoù a respontimp, servij diwar vuzul evit darvoudoù gladel ha touristel

Un argerzh keodedel ha skiantel o tasoniñ gant buhezegezh Rouedad
Lec’hiennoù Ragistorel Breizh

C’hoant ganeomp treuzkas anaoudegezhioù kedvuhezioù kozh ar mab-den hag an alc’hwezioù a-benn kompren palioù kedvuhezel hag endroel a-vremañ. D’an holl, d’an dud-harz , d’ar re zibar (oad, namm, breskted da skouer). Aesaat krouidigezh rolloù skiantel karourien enno eo ar bal. Ranket e vez da bep hini bezañ aotreet perc’hennañ e c’hlad sevenadurel ha anavezout ar c’hudennoù a zo a-benn mirout an aspadennoù evit ar rummadoù da zont.

Gant A.Walter ha M.Queffurus hanterourezed war ar glad ho daou hag henoniourezed anezho eo bet savet ar raktres en imor vat gant madelezh hag
azaouez d’an holl.

0 Comments

Submit a Comment

Your email address will not be published. Required fields are marked *