Néotopia
Amzer-dazont ar Ragistor
N’eus ket pell zo (e-keñver ar ragistor hag ivez an 20 vloavezh tremenet) e vez implijet ar c’halvezoniezhoù nevez er vuhez pemdez. E vailhoni pleustrel a gas Nedidaka en ur ginnig nevezadennoù a-benn lakkat an dud da zizoloiñ ar Ragistor.
Obererezh Nedidaka a zo 3 lodenn ennañ :
Sevel skoroù niverel
Ambrouget eo an dud a vicher gant Nedidaka e sevenidigezh o c’hehenterezh dre ar genrouedad a-drugarez da :
– lechiennoù kenrouedad a ziskouez ar frammoù, bolzioù, darvoudoù…
– diorren penn-da-benn arloadoù gwiadel
– lakaat war-sav rouedadoù sokial, frammoù berniañ ha rannañ roadennoù-stlenn…
Produiñ endalc’hoù lieskelaouiñ
E seveniñ teulfilmoù, pennadoù-kaoz, arnodoù a weladenniñ e kemer perzh Nedidaka hag ivez e talvoudekadur oberiantiz an oberourien a vicher : Kelaouadennoù luc’hskeudennoù, videoioù, stlenngevregañ, gobarioù 3M, gweladennoù 360° evit teuliaouiñ an imbourc’hioù war ar Ragistor, herouezañ an darvoudoù hag ar buhezadennoù.
An ijinouriezh sevenadureL
Gant Nedidaka eo ambrouget ar frammadoù evit pezh a sell ouzh o emc’hraoù hag o raktresoù niverel. Ambrougañ an diorradur eus boazioù nevez evit an holl dud eo an dalc’h en ur vrientekaat diorradur barregezhioù an tud a vicher war an hanterouriezh ha war talvoudekadur ar glad.
Krouet eo bet Nedidaka gant un hanterour war ar glad hag a zo emellet war lec’hiennoù meurvaenel ha mirdioù ar c’hornog e-doug un ugent vloavezh bennak. E bal, hiziv an deiz, eo sikour oberourien talvoudekadur ar glad henoniel d’implijout ar c’halvezoniezhioù nevez forzh peseurt re ha re an amzer-dazont ivez.
0 Comments