LES CHEMINS DE L’ARCHéoLOgie
ur vengleuz test eus emdroadur mibien-den ar ragistor
Ha run Kelfenneg e Plusulian (22) a anavezit ?
Gouezit ez eus en he c’hreiz ur roc’h perzhioù dibar enni dazdolerite anezhi gant greun tanav hag he deus dedennet mibien-den
nevezoadvezh ar maen ha kemeret perzh en o divonedigezh.
Etre 4200 ha 2000 araok hon amzervezh o deus eztennet ha benet anezhi a-benn oberiañ bouc’halioù maen levnet o deus servijet ar re-mañ da droc’hañ gwez a-benn digeriñ koadegoù pradoù enno ha sevel tiez.
E-doug an 2000 bloavezhiadoù-se o mengleuziañ anezhi, ne oa ket bet nebeutoc’h eget 2 pe 3 milion bouc’hal hag a zo bet kenderc’het. Brudet e oant bet e kard gwalarn ar Ch’wec’hkorn ha pelloc’h c’hoazh. Ez wir eo bet kavet hiniennoù anezho gant henoniourien betek Belgia, Alamagn ha kreisteiz Bro-Saoz h.a….
Resed dazdolerite Kelfenneg, lec’hienn an departamant, diraezus d’ar valeourien a-hed ar bloaz a vez gwelet warnañ hiziv c’hoazh kleizhennoù an eztennañ ha re oberierezh ar bouc’halioù-se.
Furchadennoù Charles Tanguy-Leroux er bloavezhioù 1970 o deus aotreet da reiñ respontoù diwar-benn arberzh oberierezh ar bouc’halioù-se a zo taolennet dre ul leurennaozañ gant Ti an Henoniezh ha gant kinnig traezennoù o tont eus ar furchadennoù-se.
Hag ar meurvein niverus tro-war-dro dezhi ?
Diwar-dro Kelfenneg eo bet lezet gant mibien-den Nevezoadvezh ar Maen kalz roudoù all o ergerzhadennoù.
E trec’h ar c’hribennoù skiltek ha balirek kaniennoù Daoulas eo beredeg lanneier Lezkuit e Lanniskad teir alez toet anezhi. An tri bez-se stroll a zo an hini goshañ anezho eus ar 4vet milved hag an hini ziwezhañ eus an 2vet milved. C’hwec’h kilometrad war-hed atalier produiñ bouc’halioù dazdolerit Kelfenneg ha kenoad dezhañ e c’hallfe benerien-mein bezañ kavet o annez diwezhañ eno.
Testoù all ar prantad-se eo peulvanoù Sant-Vaeg a zo bet savet e meur a lec’h er gumun.
E-unan eo peulvan ar vourc’h a zo 2,64 metrad e uhelder e-lec’h ma tisrann ar re all e daou stroll : en un tu peulvan Roc’h al Lein (4,35 m. sav) moarvat staget ouzh ur strollad meurvein ledanoc’h hini « Mein al Has » (3,35 m. sav) hag hini « Bourlousson » (3,38 m. sav) ennañ hag en tu all steudad tri feulvan Porzh « Guillo » (eus 3,13 m. betek 4,70 m. sav) kouezhet unan anezho hag unan all katolikaet.
Eurioù digeriñ
Gweladennoù dibrez, nemet ar buhezadennoù, da eurioù digeriñan
ti-kêr :
- Lun ha Gwener : etre 9e – 12e hag etre 14e – 17e ;
- Meurzh, Merc’her ha Yaou : etre 9e – 12e nemet er vakañsoù
Daveennoù
MAISON de l’ARCHEOLOGIE
Mairie de Plussulien
23, rue du centre
22320 PLUSSULIEN
Pellgomz : 06.66.04.08.47
0 Comments